Lâret zo bet eus an disheñvelderioù kulturel e oant traoù kozh dibaseet — o vont a-enep d’ar vodernelezh ha da brederouriezh ar Sklêrijenn. Ha koulskoude e vezont gwelet kentoc’h, bremañ, evel perzhioù ar vodernelezh « lemm » (acute modernity) emaomp o vevañ enni.
Pal ar c’hentelioù-mañ ’vo displegañ meizadoù ha teoriennoù pennañ an identelezh hag an arallded — ar c’hultur, al lieskulturezh, ar ouennelouriezh, ar vroadelouriezh… — ha kompren o roll er gevredigezh a-vremañ.