Abaoe kantvedoù, e-kichen ar sevenadur skrivet, e treuzkas pobl Vreizh, a rumm da rumm, ur c’hultur dre gomz puilh ha pinvidik, hag a zo chomet bev a-walc’h betek bremañ. Abaoe an xixvet kantved eo bet dastumet ar c’hultur-se, studiet hag adimplijet a-wechoù.
Er c’hentelioù-mañ e vo studiet doareoù kultur dre gomz ar Vretoned (kanaouennoù, kontadennoù, krennlavarioù ha rimadelloù a bep seurt…), an danvez dioutañ (soñjoù ar bobl diwar-benn ar bed, an natur, ar reizh hag an direizh, ar marv, an traoù skrijus, ar burzhudoù…) hag ar c’hudennoù a zo bet savet en-dro dezhañ (petra ha penaos dastum ha merañ an danvez dre gomz ? petra ha penaos adimplij ?)