Après une définition de l'objet et des domaines d'étude se rapportant à la discipline, le cours sera consacré à l'analyse de la variation de la langue bretonne. Les principaux caractères de cette variation seront mis en lumière par l'étude pratique d'atlas, de textes et d'enregistrements. Cette étude des dialectes du breton sera développée dans l'objectif d'une meilleure connaissance de la langue et de son évolution.
Yezhoniezh evit ar studierien brezhoneg
Er gentel-mañ e vo pledet gant ar varzhoniezh e brezhoneg e meur a geñver. Da gentañ penn e vo termenet ar varzhoniezh vrezhonek en ur zigejañ an tri mare anezhi ; da eil e pledimp war al liammoù etre fonologiezh ha barzhoniezh, war ar gwerzaouiñ, al luskoù, ar skeudennoù. Evit echuiñ e labourimp war an dielfennañ barzhonegoù.
Penaos e vez sellet ouzh ar minorelezhioù gant an dud ha penaos e vezont enframmet er c’hevredigezhioù e-lec’h ma vevont ? Peseurt gwirioù ha deverioù o dez ? E peseurt darempredoù-galloud e vezont lakaet ? Peseurt lañs zo gante ? Met, da zigentañ-holl, penaos termeniñ anezhe hag eus peseurt minorelezhioù resis e komzer ? Rak meur a hini zo, en o mesk ar merc’hed, an heñvelreizhidi, an dud nammet, an estrenien, an embroidi, ar minorelezhioù broadel…
Er c’hentelioù-mañ, neuze, e studiimp ar meizad « minorelezh » en ur mod teorikel a-raok lakaat ar pouez war un doare minorelezh dibar : ar minorelezhioù broadel, evel ma vezont termenet gant ar prederour kanadian Will Kymlicka, da lârout eo « ar strolladoù a oa gwechall kevredigezhioù klok war o douar orin a-raok bezañ bet lakaet e-barzh (incorporated) ur Stad vrasoc’h ».