Registreringsalternativ

Penaos e vez sellet ouzh ar minorelezhioù gant an dud ha penaos e vezont enframmet er c’hevredigezhioù e-lec’h ma vevont ? Peseurt gwirioù ha deverioù o dez ? E peseurt darempredoù-galloud e vezont lakaet ? Peseurt lañs zo gante ? Met, da zigentañ-holl, penaos termeniñ anezhe hag eus peseurt minorelezhioù resis e komzer ? Rak meur a hini zo, en o mesk ar merc’hed, an heñvelreizhidi, an dud nammet, an estrenien, an embroidi, ar minorelezhioù broadel…
Er c’hentelioù-mañ, neuze, e studiimp ar meizad « minorelezh » en ur mod teorikel a-raok lakaat ar pouez war un doare minorelezh dibar : ar minorelezhioù broadel, evel ma vezont termenet gant ar prederour kanadian Will Kymlicka, da lârout eo « ar strolladoù a oa gwechall kevredigezhioù klok war o douar orin a-raok bezañ bet lakaet e-barzh (incorporated) ur Stad vrasoc’h ».
Gäster inte kan komma i denna kurs, försök att logga in